Raktresoù Krommlec’h

Ar soñj eo sevel a-rodelloù pezhoù mein uhel kizellet, 3 m uhelder gant bep hani, ken digoret sa tu an diavaes evel tu an diabarzh. Bep a delwenn

a dle diskouezañ un den aet d’an anaon, a oa bet a-boues bras evit buhez sevenadurel Breizh (kanerien, sonerien, barzhed …)

Evel-se e vo moaien heuliañ, hed a hed ar bloavezhioù en ur vont war-raok pe war-gil, un amzeradenn deus pennoù brudetañ o doa savet istor sevenadurel Breizh.

Savet e vo ar skultadennoù diwar mein-greun deus pep korn Briezh gant arzhouerien brudet.

Kreiz ar rodellad a servijo da zegemer abadennoù a bep seurt