Degemer

Degemer

Lid-digeriñ ar C’hrommlec’h

D’ar Sul 18 a viz Even 2023

Emgav zo lakaet adalek 10:00 e Menez Boss, Sant Segal.

Daleet eo emvod meur ar gevredigezh da zevezh ar fest-noz, d’an 28 a viz Here 2023.

Fur eo lakaat hec’h.e anv evit ar pred o kas ur mail da Loul Guédez.

Evel bep bloaz eo profet ar pred diouzh ar skodennoù miziek paeet gant pep hini.

Moaien ‘zo pediñ tud d’ar pred : 30 € vo da baeañ evit pred un den deuet, 10 € evit pred ur bugel.

Jean Claude, Loul ha skipailh ar C’hrommlec’h.

 

Lid-digeriñ e FR3 Breizh Izel

https://youtu.be/5zcj9VJTk6g